An Daou Dangi · Ar boufoun hag an ozhac’h

Ur wech e oa hag ur wech ne oa ket met ur wech e oa memestra ur boufoun dirollet hag un ozhac’h fur o vevañ en ur c’hastell. Brav ar vuhez emezoc’h ? Ket… O-unan-penn e oant. Tec’het an holl abalamour d’un aerouant spontus ! Un diskoulm ne oa ken d’ar boufoun gellet kanañ kanaouennoù nevez : mont da varc’heg ha skarzhañ an aerouant kuit ! Ne vo ket aes dezhañ…

Il y a fort longtemps vivaient dans un château, un bouffon excentrique et un vieux bonhomme ronchon. Trop de la chance selon vous ? Eh bien non… Il n’y avait qu’eux dans le domaine. Un terrible dragon avait fait fuir le peuple. Pour permettre au bouffon de chanter de nouvelles balades, une seule solution : devenir chevalier et vaincre l’animal féroce. Pas si facile…


Tangi Merien, kaner ha komedian gant Strollad Ar Vro Bagan, animatour en abadenn «Na petra ’ta ! » war Frañs 3 Breizh, ha Tangi Le Gall-Carré, soner akordeoñs ar strollad sonerezh Startijenn, a ginnig deoc’h un istor kontet ha kanet e brezhoneg evit ar vugale. An daou geneil a zo youl ganto da reiñ d’ar re yaouank an tu da zizoloeiñ bed ar c’hoariva, ar sonerezh hag ar c’han e brezhoneg.  

Tangi Merien, chanteur, comédien au sein de la troupe de théâtre Ar Vro Bagan et animateur de l’émission « Na petra ’ta ! » sur France 3 Bretagne, et Tangi Le Gall-Carré, accordéoniste du groupe Startijenn, vous proposent un spectacle conté et chanté en langue bretonne pour les enfants. Les deux compères ont pour objectif de sensibiliser les enfants au monde du théâtre, de la musique et du chant en breton. 

Contacts | Booking

Erwan Le Gars | Paker Prod : +33 (0)6 58 09 80 91 ou leurenn@pakerprod.bzh